Vous êtes ici : Accueil > Archives > Pédagogie > Breton > " Ar gêr vras ", pièce de théâtre bilingue
Publié : 8 mars 2012

" Ar gêr vras ", pièce de théâtre bilingue

Sortie des collégiens bilingues au Théâtre des Halles pour une pièce jouée par Strollad ar Vro Bagan et écrite par Goulc’han Kervella.

« Ar Gêr Vras » a zo ur pezh-c’hoari a tremen e Paris, hag a gont istor un SDF (un den disto), ur plac’h dibaper, hag un den bihan iskis (diskouarn bras-tre ha begek). Kuzhet eo ar plac’h dibaper gant an daou all, peogwir emañ an archerien war he lerc’h. Ar fin a zo trist un tammig, met ne fell ket din lâr deoc’h perak. Strollad ar Vro Bagan a oa war al leurenn, gant an aozer, Goulc’han Kervella.

« Ar gêr vras » zo istor un den, Jos un SDF (un den disto), c’hoariet gant Simon Mahuas, e vignon, Ionig, un den bihan iskis (diskouarn bras-tre ha begek), c’hoariet gant ur vargodenn ha mouezhiet gant Nikol ar Vourc’h , ha Leila,ur plac’h dibaper, c’hoariet gant Nikol ar Vourc’h ivez, tec’het kuit gant he zud eus ar vro ma eo ganet, Afghanistan, a-gaoz d’ar brezel. Tremen a ra e Pariz, Straed Brest, karter Moñparnas, lec’h ma arrue ar Vretoned da labourat du-se, da vare Nedeleg.

Jos zo un den a gont istorioù eus Breizh, lec’h ma eo ganet, gant margodennoù. Un deiz e kej gant Leila, p’ ema-hi o klask boued hag achap d’ar bolis. Kuzhet eo ar plac’h dibaper gant an daou all, Jos ha Ionig. Treuzwiskañ a ra Jos anezhi e furlukin evit ma ne vefe ket adkavet gant ar bolis, mes ken klañv eo-eñ ma varv. Mont a ra neuze Leila gant Ionig da Vreizh.

JPEG - 60.4 ko
War al leurenn

Ar skolajidi war al leurenn ivez !

Aet eo skolajidi divyezhek Romain Rolland da sellet ouzh an arvest e c’hoariva ar c’hoc’hu. Graet eo ar pezh-c’hoari evit ar re ne ouzont ket brezhoneg abalamour eo divyezhek penn-kil-ha-troad. « Farsus eo ar margodennoù er pezh-c’hoari-mañ. » eme Ilan, e klas pempvet, « Evit ar re vihan eo. » a lâr Aimée, e klas c’hwec’hvet. Daoust ma eo bet skrivet ar pezh-c’hoari evit ar re vihan e komz-eñ eus an divroañ hiziv ha gwechall, eus an dud lakaet er maez eus ar gevredigezh.

4vet-3vet divyezhek - 4e-3e bilingues